Jump to content

Skipailh Evezhiañ ar Wikioù Bihan

From Meta, a Wikimedia project coordination wiki
This page is a translated version of the page Small Wiki Monitoring Team and the translation is 71% complete.
Outdated translations are marked like this.
Shortcut :
SWMT

Skipailh evezhiañ ar wikioù bihan (SEWB) a reer eus ur strollad Wikimediaourien a evezh ar wikioù bihan dre arverañ IRC ha binvioù all evit klask taolioù drasterezh, spamoù ha trolled. Bez' ez eus meur a vot hag a zitour pep kemmadenn c'housellet er wiki a vez evezhiet gant ar SEWB. Evit reiñ dorn, trawalc'h eo deoc'h mont e darempred gant #cvn-swconnect war IRC. Gallout a rit ivez kemmañ listenn an implijerien amañ a-is evit enrollañ ho perzhiadur.

Termenadur "bihan"

Ledan eo ster ar ger "bihan" en "Evezhiañ ar Wikioù Bihan". Petra bennak ma vez evezhiet an darn vrasañ eus ar wikioù nebeutoc'h eget 10 000 pennad enno, na dalv ket ez int "bihan" evel "dister" ; gwell eo dimp kentoc'h evezhiañ ar brasañ niver a wikioù a c'hallomp, evit kenurzhiañ en doare efedusañ an darbaroù enep ar spamerien hag ar vandaled a vez o trastañ kalz wikioù a-yoc'h, pe a vuk wikioù bihanoc'h rak krediñ a ra dezho e c'hallont tremen hep bezañ diskoachet nepred.

Neuze, na gemerit ket anoaz mar deu hon izili da nullañ un taol drasterezh en ho wiki, en ur ziskouez emaint izil eus ar SEWB ; abalamour ma 'z omp chalet gant ho wiki eo emaomp amañ, n'eo ket abalamour ma soñj dimp ez eo ur raktres a renk izel.

Penaos evezhiañ ur wiki bihan

  1. Eveshait ar chemmoù diwezhañ er wikioù bihan dre IRC pe SWViewer. Lennit Small Wiki Monitoring Team/IRC evit gouzout hiroc'h.
  2. Ditourit Global sysops/Requests a-zivout ar vandaled hag ar pajennoù diverket.
  3. Nullit an taol drasterezh.
  4. Ditourit ar Spam blacklist a-zivout liammm ar spam.
  5. Ul listenn eus wikioù bihan a gavot aze.

Aotreoù hollel

Forzh pe implijer(ez) efedus a c'hall dont da vezañ ezel eus SEWB. Koulskoude, bez' ez eus [[[Steward requests/Global permissions|aotreoù hollel]] a c'hall sikour. En o zouez emañ melestrour(ez) hollell (global sysop) ha freuzer(ez) hollel (global rollback). Merkit ez eo ret bezañ arroutet war SEWB kent goulenn an aotreoù-se.

Pajenn implijer(ez)

Rekis eo e kroufe izili ar SEWB ur pabejj-implijer(ez) e Meta, a vo war wel er wiki a vezont o kemmañ. Ho pet ar vadelezh da lakaat ur voest Babel war ho pajenn.

Gallout a rit ouzhpennañ ar voest amañ a-is d'ho pajenn dre skrivañ {{User SWMT}} :

This user is a member of the Small Wiki Monitoring Team.

Gwelit ivez