Keleier Wikimedia, miz Kerzu 2012
Keleier digant Danevell Diazez Wikimedia ha Danevell Ijinerezh Wikimedia evit miz Kerzu 2012, gant un dibad eus darvoudoù luskad Wikimedia pouezus all.
Keleier
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/12/VisualEditor-logo.svg/220px-VisualEditor-logo.svg.png)
Visual Editor rakembannet er Wikipedia saoznek
Un handelv ersezat eus VisualEditor, ar c'hetal-skrivañ araokaet a zo da zont hag a aesaio ar sevel pennadoù wiki, zo bet aotreet er Wikipedia saoznek e miz Kerzu. Tu zo bremañ d'ar skridaozerien varrek d'e arnodiñ ha da ober evezhiadennoù diwar-benn kudennoù ha tevetoù.
Roadennoù biskoazh herrantoc'h evit ar c'hellidañ
Abred er bloaz-mañ e voe tizhet e bal a 25 milion US$ gant skipailh ar c'hellidañ, 2012 o vezañ dre-se ar bloavezh berrañ evit a sell ouzh ar c'hellidañ. Ur gourc'hoù all zo bet tizhet ivez, hini an niver a roadoù : 1 484 milion a roadoù abaoe ar 1añ a viz Gouhere. Echuet e voe ar c'houlzad kellidañ gant ur giton "Trugarez deoc'h" a ginnigas d'al lennerien ur strollad skridaozerien liesdoare dre gemennadennoù skrivet hag atersadennoù dre video. War-dro un hanter vilion a dud a sellas ouzh ur video peder munutenn a ginnige skridaozerien Wikipedia, ha gwelet hon eus ur c'hresk en niver a gontoù krouet.
Echu eo pazenn gentañ dasparzh ar c'hellidoù nevez
Gant Kuzul-merañ Diazez Wikimedia e voe degemeret erbedoù Poellgor Dasparzh ar C'hellidoù (FDC, Funds Dissemination Committee) hag 8,43 milion US$ a voe derannet da 11 aozadur Wikimedia. Gant kement-se e voe merket dibenn brav pazenn gentañ argerzh nevez an FDC. Ar c'hemm-se en doare ma vez ingalet an arc'hant e diabarzh al luskad Wikimedia a voe deskrivet gant ar Guzulierien Jan-Bart de Vreede ha Patricio Lorente evel "un digreizennadur pouezus eus ar galloud war-du kumuniezh emouestlidi Wikimedia er bed a-bezh". Abretoc'h e 2012 e voe savet ar poellgor, diwar seizh emouestlad eus seizh bro zisheñvel, a zo barrek war ar skridaozañ e meur a raktres Wikimedia, hag o deus krouet pe a zo bet ezel eus ar C'huzul evit pemp rann eus Wikimedia.
Stlennoù ha luskadoù
Gweladennerien hiniennel dre ar bed e miz Du :
- 484,5 milion (-0,79% e-keñver miz Here ; + 2,06% e-keñver warlene)
- (stlennoù comScore evit holl raktresoù Diazez Wikimedia ; diwezhatoc'h e miz Genver e vo embannet stlennoù miz Kerzu gant comScore)
Goulennoù pajennoù evit miz Here :
- 20,2 miliard (-0,84% e-keñver miz Du ; +23,5% e-keñver warlene)
- (Stlennoù lugadennoù ar gwazer, holl raktresoù Diazez Wikimedia, tizhadennoù dre bellgomz hezoug en o zouez)
Implijidi kevreet hag oberiek evit miz Du 2012 (>= 5 embannadenn dre viz er pennadoù, hep ar Bots) :
- 79 532 (-0,03% e-keñver miz Here / +0,59% e-keñver warlene)
- (Stlennoù an diaz-ditouroù, holl raktresoù Diazez Wikimedia. Notenn : nevez zo e resisajomp ar muzul-se dre lakaat Wikimedia Commons er gont, koulz hag an obererezh a-dreuz meur a raktres.)
Kartenn-danevellañ (enni lies stlennoù feurjedet ha luskadoù war divoud raktresoù WMF) evit miz Du 2012:
Kellid
![]() |
![]() |
(Evit miz Du 2012 hepken emañ ar stlennoù kellidel da vare an danevell-mañ.)
Evit ar maread 01/11 — 30/11/2012 eo ar stlennoù kellidel a zo embannet amañ.
Enkefiad | $16,614,546 |
---|---|
Ezkefiad | |
Rann an ijinouriezh | $5,309,228 |
Rann an dastum kevalaoù | $1,442,814 |
Rann ar skoaziadoù hag ar raktresoù | $2,159,357 |
Rann al leviadur | $314,952 |
Rann Gwir/Breutadennoù ar gumuniezh/Bruderezh | $1,265,059 |
Rann Kellid/Loazioù denel/Melestradur | $2,267,388 |
Sammad an ezkefiadoù | $12,758,798 |
Sammad ar gounid (ar c'holl) | $3,855,748 |
- $11,26MM eo enkefiad miz Du e-keñver ar rakjed a $10,29MM, war-dro $964K pe 9% dresit ar raktres.
- Betek an deiziad ez eo $16,61MM an enkefiad, e-keñver ar $15,50MM rakjedet, war-dro $1,11MM pe 7% dreist ar raktres.
- $2,83MM eo an ezkefiadoù evit miz Du e-keñver an $3,12MM rakjedet, war-dro $290K pe 9% dindan ar raktres, ar pennabegoù o vezañ un digresk en ezkefiadoù evit an implijidi hag er re evit ar c'hevala, a zo damgempouezet gant ur c'hresk en dispignoù gwirel, gant ar mizoù bank, ar c'hevratoù diavaez hag ar yalc'haoù bet roet.
- Betek an deiziad ez eo $12,76MM an ezkefiadoù evit 12 miz e-keñver $14,64MM, war-dro $1,88MM pe 13% dindan ar raktres, ar pennabegoù o vezañ dispignoù evit an implijidi, evit gwazerioù an Internet, mizoù-beajiñ, mizoù-kevala, kevratoù diavaez, damgempouezet gant ur c'hresk en ezkefiadoù gwirel, mizoù bank, loreoù ha skoaziadoù.
- $28.06MM eo stad ar c'hef d'an 30 a viz Du 2012.
Keleier all
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3b/Flickr_-_Government_Press_Office_%28GPO%29_-_King_Hussein_of_Jordan_lights_P.M.Yitzhak_Rabin%27s_cigarette_at_royal_residence_in_Akaba.jpg/220px-Flickr_-_Government_Press_Office_%28GPO%29_-_King_Hussein_of_Jordan_lights_P.M.Yitzhak_Rabin%27s_cigarette_at_royal_residence_in_Akaba.jpg)
Rannoù Israel ha Republik Tchek o deus kendrec'het o gouarnamantoù da zibrennañ skeudennoù
Embannet en deus gouarnamant Israel e roio aotre d'an dud da ober diouzh o c'hoant gant ar skeudennoù bet graet gant kargidi ar gouarnamant a gaver war lec'hiennoù ar Stad. Pouezus eo bet perzh Wikimedia Israel a-hed an tri bloavezh ma padas an argerzh lezennel a gasas d'an disentez-se. Er Republik Tchek ez eo ar rann Wikimedia lec'hel deuet a-benn da gendrec'hiñ sened ar Stad da embann luc'hskeudennoù eus ar senadourien nevez-dilennet.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/22/%22De_Koperslager%22_na_de_brand_29_juli_1964_achterkant_van_de_Zuiderschuur_-_Zaandijk_-_20219460_-_RCE.jpg/220px-%22De_Koperslager%22_na_de_brand_29_juli_1964_achterkant_van_de_Zuiderschuur_-_Zaandijk_-_20219460_-_RCE.jpg)
Tremen un hanter-vilion a skeudennoù digoust eus savadurioù izelvroat evit Wikimedia Commons
Rijksdienst voor het Cultureel Erfgoed (RCE) "Glad Sevenadurel Broadel", un ensavadur izelvroat a ra war-dro gwareziñ lec'hioù eus ar glad broadel, en deus embannet un dastumad a 555 000 skeudenn graet gant e implijidi hervez an aotre CC-BY-SA 3.0 NL. Emeur ouzh o enkargañ e Wikimedia Commons, hag en o zouez ez eus skeudennoù istorel dibar. A-hend-all, Wikimedia Commons en deus tizhet ar maen-bonn a 15 milion a restroù digoust e miz Kerzu.
Stal-labour gant skipailh-respont an Emouestlidi Alaman
War-dro 55 ezel eus ar skipailh-skoazellañ alamanek (OTRS Team) em vodas e Berlin evit ur stal-labour a badas daou zevezh. Ar "skipailh-respont emouestl", evel a reer anezho, a ra war-dro ur skalfad ledan a bostelloù a-berzh implijidi Wikimedia hag a-berzh an holl dud all. Er postelloù-se e kaver klemmadennoù diwar-benn pennadoù Wikipedia, goulennoù a-zivout raktresoù Wikimedia dre vras, hag aotreoù da arverañ skeudennoù enkarget e Wikimedia Commons. Hini Berlin e oa stal-labour ziwezhañ un heuliad a grogas e 2008. E-touez dodennoù ar stal-labour e oa gwirioù an dud hag ar copyright, gwellaat berzhded hag efedusted al labour war ar respontoù. Hervez un danevell feurjedel nevez evit an holl yezhoù, 39729 goulenn a voe resevet e 2012 dre ar bajenn hollek er raktresoù Wikimedia, 20 112 anezho e saozneg ha 7 647 en alamaneg. Ouzhpenn-se, 13 563 aotre da arverañ a voe keweriet.